Kalander 2021 : deuet eo er-mêz, ha warnañ liou ar hreisteiz
Eur halander 14 pajennad eo, gand eur poltred war beb pajenn hag evid peb miz. Poltrejou deuz eur gêriadenn en hanternoz bro-Provañs, eun 20 km nemetken euz Digne-les-Bains, kêrbenn an departamant. Thoard eo ano ar gomun vihan, a zo krap ouz ar menez. Deuz an XIIved kantved eo tour an iliz.
En hañv e vez leun a dud. Tud alese bet eet da labourad da leh all, ha touristed evel e peb leh. Baleadennou brao a zo d'ober tro-dro d'ar vourh ha dre ar menez.
Eur gwir kalander eo, e brezoneg penn-da-benn, gand an darvoudou penna notennet evid peb miz. Pellgarga anezañ ne bad ket pell : n'ho-peus d'ober nemed klika amañ. Evid pellgarga, diskenn beteg ar varrenn ruz, 'kreiz ar bajenn.
Kement ha beza ganti e hetan d'an oll eur bloavez mad evid 2021, gand ma ne vo ket ken gwaz ha warlene. Yehed, dreist-oll, da gement hini ahanoh. Ra paro al levenez en-dro war bennou an dud.