D’ar 24 a viz meurz e vo lidet ar Priziou e bro-Dreger
E Trebeurden, war Aod ar Vein Ruz, e vo kinniget 29vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. Kenaozet eo an darvoud-mañ gant hor chadenn skinwel rannvroelICI Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Garedonet e vo ar gwellañ taolioù-intrudu ha krouidigezhioù brezhoneg ar bloaz tremenet e meur a rummad. Tud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù, hag oberennoù skrivet, filmet ha kanet a vo enoret ar bloaz-mañ c’hoazh e-pad ul lid meur a vo dalc’het d’ar 24 a viz Meurzh diouzh noz.
/image%2F1084244%2F20260316%2Fob_a0150d_priziou-2026.jpeg)
Ar re anvet : Kevredigezhioù
- Ti Erminig, evit bezañ kinniget dafar pedagogel da aesaat deskiñ ar yezh d’ar familhoù o deus bugale en hentadoù divyezhek ;
- Dibistig, evit bezañ embannet ul levr-skeudennoù divyezhek da reiñ d’ar babigoù bet ganet en ospital Montroulez ;
- Patati, evit bezañ krouet ar greizenn dudi kentañ e brezhoneg el Liger-Atlantel.
Ar re anvet : Levrioù faltazi
- Berr he botez, Laurence Lavrand ;
- Bedoù nevez, Paskal an Intañv ;
- A-drek kerreg Tevrieg, Herve Seubil gKernaudour.
Ar re anvet : Strollegezhioù
- An Alre, evit kinnig pourmenadennoù da zizoleiñ glad kêr e brezhoneg, dre an arload Baludik, ha bezañ resevet al label live 2 eus ar garta Ya d’ar brezhoneg ;
- Blaen, evit bezañ digoret un hentad divyezhek publik ha bezañ bet kentañ kêr el Liger-Atlantel enni plakennoù-straed divyezhek e kreiz-kêr a-bezh ;
- Roazhon, evit he folitikerezh yezh ha bezañ sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant ar vagouri-kêr Gaston Tannou.
Ar re anvet : Oberennoù kleweled
- Tourmant, un istor faltazi embannet dre stumm un heuliad podkastoù. (Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh) ;
- Ar Frailh, un teulfilm 26’ sevenet gant Aziliz Bourgès hag a laka ar gaoz war ar boan-spered pe ar « gwallzarvoud bredel » (ICI Breizh) ;
- Klask ar sklêrijenn, un heuliad a ginnig mont da-heul roudoù Thomas Godin o vont d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant eizh arzour o deus merket anezhañ (Gwengolo Filmoù ha ICI Breizh).
Ar re anvet : Embregerezhioù
- Arfolk, label sonerezh nevez ;
- Tavarn ar Roue Morvan en Oriant, evit bezañ aozet kentelioù dizoleiñ ar brezhoneg hag embannet ul levr rekipeoù divyezhek ;
- Barikenn Saona, Jean Guiavarc’h a ginnig e obererezh saona lem-laka e brezhoneg.
Ar re anvet : Pladennoù kanet e brezhoneg
- D’an neb a glevo, Plouz & Foen ;
- 30°, Emezi ;
- Un noz a vo, Brieg Guerveno.
Ar re anvet : Brezhoneger.ez ar bloaz
- Gwennyn, evit bezañ aozet an darvoud Breizh a Live ;
- Matyas Le Brun, evit bezañ krouet ar gevredigezh « 1000 Familh » a vroud ar familhoù da dreuzkas ar brezhoneg d’o bugale ;
- Renan Kerbiged, prezidant ar gevredigezh « Mignoned ar brezhoneg » evit al labour stourm a gas war-raok.
Tud ar juri
- Ludsine Briand skrivagnerez / écrivaine
- Mina Josso-Arhrid skoazellerez desaverezh ha sonourez / Assistante d’éducation et musicienne
- Riwal Dipode ijinour war ar stlenneg / ingénieur informatique
- Gwenole Cornec bredvezeg ha kaner / psychiatre et chanteur
- Morgane Cotten buhezourez radio / animatrice radio
- Awen Prigent poder / potier
- Talwyn Baudu karget a ziorren en OPAB / chargé de développement à l’OPLB
/image%2F1084244%2F20260320%2Fob_13c790_kaolila-1.jpg)
Kanerezed ha kaner Kaollila bet priziet da geñver Priziou 2025. Poltred : FB
Pajenn prientet diwar diellou ICI Breizh