Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Le blog "langue-bretonne.org"
22 février 2025

Priziou 2025 dazont ar brezhoneg

E kenlabour gant Rannvro Breizh hag Ofis publik ar Brezhoneg

  • E Plougerne, e Bro-Leon, e vo kinniget 28vet lid ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg, er bloaz-mañ. Aozet eo an abadenn-se gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Garedonet eo ar gwellañ taolioù-intrudu ha krouidigezhioù brezhonek ar bloaz tremenet gant ar Prizioù. Tud, kevredigezhioù, embregerezhioù hag ensavadurioù a vo enoret ur wech ouzhpenn e-pad un abadenn veur diouzh noz d’an 18 a viz Meurzh.
  • Ur juri, hag a zo seizh den a bep seurt ennañ, zo en em vodet hag en deus rakdibabet tri danvez loread dre rummad
  • Lid : e Plougerne (sal Armorica) d’ar Meurzh 18 a viz Meurzh.

Ar re anvet 

Kevredigezhioù

  • SDAY, Sevenadur Dudi Abadennoù Yaouankiz e brezhoneg
  • Diwan Breizh, evit bezañ savet un hentad micherel
  • Kuzul skoazell Diwan Sant-Brieg, evit bezañ savet ur c’heriaoueg divyezhek evit tud ar skolidi

Levrioù faltazi

  • Kali TorrdentLoeiza an Duigoù
  • Va Zammig seiZenn ruZ, Paskal Hervio
  • Tan ha distan, Paol ar Meur

Strollegezhioù 

  • Kemper evit bezañ savet ur sturlevr evit ober gant ar brezhoneg e kêr
  • Montroulez kumuniezh evit bezañ savet ur brastres evit an implij eus ar brezhoneg
  • Treve evit bezañ digoret un hentad divyezhek en he skol bublik

Oberennoù kleweled 

  • Naig ha me, un teulfilm 52', sevenet gant Claire Villalon (Internep - Le Cercle bleu - France 3 Breizh - ar skinwelioù lec’hel eus Breizh ha Brezhoweb)
  • Reizh.Direizh, ur stirad 7 pennad 7', sevenet gant Anne Gouerou (Tita B Productions - France 3 Breizh)
  • Tomaz, Frankiz hag ar mor bras, un teulfilm 52', sevenet gant Ronan Hirrien (France 3 Breizh)

Embregerezhioù

  • Apizee, a ginnig treiñ teulioù teknikel e brezhoneg
  • Nat B. Good, lec’hienn ha rouedadoù sokial e brezhoneg ma vez kinniget stummadurioù
  • Nerzh Glas, kevredad dihuziliañ en deus ul lec’hienn ha binvioù kehentiñ e brezhoneg

Pladennoù kanet e brezhoneg

  • Reuz e Brest, Jakez ar Borgn & Typhaine Corre
  • Pilhoù, Kaolila
  • Melezour, Talec-Noguet

Brezhoneger.ez ar bloaz

  • Géraldine Beaumont, bet skrivet ganti un dornlevr brezhonek evit bitella
  • Gweltaz Duval-Gwennog, a ziorren plas ar brezhoneg er stlennegezh hag en naouegezh artifisiel
  • Thomas Godin, arzour-livour-engraver a laka ar brezhoneg da skediñ dre ar bed

Ar juri

  • Mallorie Creac'h, skolaerez 
  • Gwenc'hlan Broudic, skoazeller
  • Morwenna Jenkin, bet kelennerez
  • Sterenn Le Guillou, kanerez, karget eus ar stummadurioù DABU-DARE hag eus ar c'hehentiñ en UBAPAR
  • Marina Caro-Nedellec, kelennerez
  • Erwan Le Gars,o labourat e Paker Prod hag e Ti ar sonerien 
  • Anna al Lae, troerez en OPAB

Kenurzhiañ 

  • Mael Gwenneg, karget euz an abadennou brezhonek
  • Mael Kernalegenn, France 3 Breizh
  • Visant Roue, Ofis publik ar brezhoneg
Commentaires
Le blog "langue-bretonne.org"
Le blog "langue-bretonne.org"

Votre blog est impressionnant autant sur le fond que sur la forme. Chapeau bas !
Un correspondant occitan, février 2020.

Trugarez deoc'h evit ho plog dedennus-kaer. [Merci pour votre blog fort intéressant].
Studier e Roazhon ha kelenner brezhoneg ivez. Miz gouere 2020. [Étudiant à Rennes et enseignant de breton. Juillet 2020].

Newsletter
Visiteurs
Depuis la création 770 502
Derniers commentaires
Archives