Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Le blog "langue-bretonne.org"
4 février 2025

Marvet eo Job an Irien, ar beleg mad, tomm e galon ouz e yez

Disul, d’an eil a viz c’hwevrer, eo êt Job an Irien da anaon. Eiz vloaz ha pevar-ugent e oa. Euz Bodiliz e oa ginidig. Brezoneg e-noa desket war varlenn e vamm. Hag ar brezoneg e-neus bet greet gantañ a-hed e vuhez : komz a ree, skriva, prezeg, lavared an overenn. Ar galleg a ree gantañ ive, evel just. Med ar brezoneg a oa yez e galon. Digorin Minihi Levenez a vo bet unan euz e oberennou kreñva.

Job an Irien e 2015. 

Kronikennou e-neus bet embannet e-pad bloaveziou er gazetenn Le Courrier du Léon, ha war eun dro er gazetenn Ya ! Soñj am-eus dalhet euz an hini e-noa skrivet pa oa lammet warnom oll kleñved ar Hovid. « Kraouiet », emezañ. 

« Kraouiet om bet, ’vel ar yer a vez kaset d’o c’hlud da dremen an noz da vired na vefent draillet gand al lern. Med an taol-mañ eo ive evid na vefem ket d’on tro lern evid ar re all, heb gouzoud deom. Eur mare souezuz awalc’h eo, peogwir e ro tro d’ar re a vev dija o-unan-penn da veza muioc’h c’hoaz o-unan o treuzveva, hag o c’hortoz ma tremenfe an devez. Gedal eun taol pellgomz a-berz ar re a garer, heb kredi gervel gand aon da zireñka. Soñjou ar re goz a zo gand ar re o-deus bugale er gêr hag a ra o zeiz gwella d’o zidui ha d’ o zikour da dremen an deveziou-mañ e peoc’h. E donded o c’halon ez-eus atao eur seurt pedenn evito, rag amzer da zond ar re goz a zo levenez o bugale hag o bugale vian.

Na souezuz eo ar mare-mañ ! Trouz ebed koulz lavared, zokén war ar mêz. Hag an nevez-amzer a zispak e gaerder da lavared deom e vezo trec’h ar vuez daoust d’an anken ha d’ar boan […] Bez’ or-boa ankounac’heet beteg re pegen bresk eo or buez, ha penaoz e c’hell beza distrujet gand eun enebour ha n’anavezom ket, ha ne welom ket kennebeud. Or stourm a zo ’vel hini Asteriks, hag on-eus etre on daouarn eun evaj-hud ha ne c’hell ket beza trehet, hini ar garantez hag, evid ar gristenien hag an neb a fell dezañ, hini ar bedenn […].

Bet embannet d'ar d’ar 6 a viz ebrel 2020.

Chapel Minihi Levenez e Trelevenez

Petra eo Minihi Levenez ?

E miz mae 2015 e oan bet o weled anezañ e Minihi Levenez evid ar gelaouenn Brud Nevez. Sed amañ bommou diwar ar pennad-kaoz am-oa greet gañtan.

Minihi Levenez n’eo ket tre eun iliz, eur japel vihan eo kentoh, gand saliou e-kichenn evid en em voda. 'Benn ar fin eo eur gevredigez. Eun nebeud tud, hag a gemer ar garg amañ euz an ti ganin, a gemer perz beb sadorn en ofisou a vez greet er japel. Marteze ez eus o kemer perz er huzul eun daouzeg bennag, eun tammig a beb oad. Beb an amzer en em vodom en eun doare ispisial diwar-benn an traou zo da renka en ti, ha diwar-benn petra lakaad 'barz ar gelaouenn, Minihi Levenez.

Relijiel eo atao koulz lavared. Deuet eo da veza evel-se. Da genta ne oa ket. Traou a veze diwar-benn ar brezoneg er skol, d'ar mare ma oa Anna-Vari Arzur ganeom. Tamm-ha-tamm eo bet laosket a-gostez, rag ne hellem ket paka partoud. Studiou istor a embannom bepred. A-wechou e reom eul leor : talvoudegez diou niverenn a vez lakaet da ober unan. Hag on-eus greet eun toullad !

Embannaduriou Minihi Levenez

Eur gelaouenn eo ive Minhi Levenez

Bez' ez eus lennerien. N'eo ket braz ar bern ! Dre vraz e kasom bep tro war-dro 450 skwerenn. N'eo ket divalo, kement-se 'tao. Bez' ez eus tud a ra sin deom da houde, da lavared int bet plijet gand pennad pe bennad, pe o-deus bet tro da implij tra pe dra. 'Vid servija eo greet. Da skwer, en niverenn ziweza on-eus lakaet eun toullad pedennou, boutin a-walh e galleg, ha ne oant ket bet troet e brezoneg c’hoaz. Tud a houlenne. « Daoust hag-eñ anavezit Pedenn ar skouted ? » – « E galleg, ya, med bez' e hellan lakaad anezi e brezoneg, n'eo ket gwasoh. » Pennadou evel-se a hell servij.

 N'eus ken nemedom

Êet e-biou an amzer ma veze berniou kazetennou kristen dre ar vro, er parreziou. N'eus ket ken abaoe pell zo, e brezoneg d'an nebeuta. N'eus nemed ar pez a reom-ni amañ. Memez kazetennou evel Feiz ha Breiz, Bleun-Brug […] Ne dremenan ket ma amzer o huñvreal en amzer dremenet. Ne zervij da netra. An amzer dremenet zo tremenet : hirio e ranker ober gand an dud a hirio ! Setu abalamour da ze e reom beb bloaz, peurliesa en nevez-amzer, eun niverenn ispisial hag a zo barzonegou, degaset din skrivet e galleg, hag a lakaan e brezoneg.

Pennadou ar re all am-eus da lakaad anezo e brezoneg

N'eus nemedon dreist-oll o skriva e brezoneg war-eeun. Bez' e hell beza reou all […]. Dre vraz on-eus klasket abaoe ar penn kenta degas eun tamm boued d'an dud hag o-dije c'hoant beva ha soñjal hervez eur speredelez breizad ha kristen war eun dro. N'ouzon ket pe om deuet a-benn, med greet on-eus traou peogwir om en em gavet aze gand an niverenn 143, 'm-eus kaset d'an ti-moulla. Pez a ra memestra eun toulladig mad a draou ! Beb eil miz sañset e embannom Minihi Levenez, med evid an nevez-amzer aze e rim eun niverenn hag a raio evid pevar miz, eun niverenn doubl. Ha heñvel a-raog fin ar bloaz […].

Greet eo Minihi Levenez da genta evid tud an eskopti, tud Penn-ar-Bed. Bez' ez eus ouspenn eun ugent pe eun tregont bennag a zo koumanantet e Aochou-an-Arvor, kemend-all er Morbihan, eun nebeud en Il-ha-Gwilen hag e kostez Naoned, eun dornad bennag e leh all. Sed e vez skignet a bell. Al lennerien on-eus a zo 'vid ar brezoneg.

Evid dibab an danvez a vo laket e Minihi Levenez, e vez klasket gweled an traou a-bell en a-raog,  med a-wechou n'eus mennoz ebed, e vez dao gortoz e c'hoarvezfe eur mennoz gand unan bennag, pe ganin-me va-unan. Aliez e rankan dibab zoken. Neuze en em lakaan dirag va mekanik. Peurliesa p'en em lakaan dirazañ, e ouezan dija petra 'vo da ober, a-hend-all 'dalvez ket ar boan ! Dao eo en em zoñjal ha furchal, furchal mad zoken.

Komzou dastumet gand Fañch Broudig. Bet embannet e niverenn 310 Brud Nevez, e miz mae 2015.

Commentaires
Le blog "langue-bretonne.org"
Le blog "langue-bretonne.org"

Votre blog est impressionnant autant sur le fond que sur la forme. Chapeau bas !
Un correspondant occitan, février 2020.

Trugarez deoc'h evit ho plog dedennus-kaer. [Merci pour votre blog fort intéressant].
Studier e Roazhon ha kelenner brezhoneg ivez. Miz gouere 2020. [Étudiant à Rennes et enseignant de breton. Juillet 2020].

Newsletter
Visiteurs
Depuis la création 768 215
Derniers commentaires
Archives