Un stage en breton autonome et sans le moindre cours
J'ai reçu le message suivant qui invite les bretonnants et bretonnantes, même débutants, à participer à un stage tout à fait original, très bon marché et en autonomie. Il ne sera dispensé aucun cours lors de cette rencontre qui durera toute une semaine à Plougastel-Daoulas. Par contre, diverses activités seront proposées aux stagiaires : travaux agricoles, cuisine, plage, discussions… Les participants sont invités à se respecter mutuellement.
Si vous pouvez lire le texte suivant, vous devriez pouvoir vous inscrire.
Glamp ar Feunteun Wenn #3
Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Gouere e vo ur c'hamp brezhonek emren e Plougastell-Daoulaz. C'hwennat, fardañ boued, pourmen, kaozeal ha mont d'an aod a vo graet asambles. Ne vo ket graet kentel ebet ! Digor eo d'an holl vrezhonegerien ha d'an holl vrezhonegerezed. Ar faskourien hag an archerien a chomo er gêr, avat.
Ur c’hamp brezhonek emren. Petra ‘vo graet ?
Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù. Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just. Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ. Etre ar Meurzh 23 hag al Lun 29 a viz Suilhet ’vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe tri dervezh d’an nebeutañ.
Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp, evit paeañ ar boued.
Pelec’h e vo ?
War un tiegezh [un ti-feurm, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz.Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h. Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.
Petra 'zo da c'houzout a-raok dont ?
Digor eo ar c'hamp d'an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc'hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c'hroc'hen... Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c'hamp-mañ.
E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), metdav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…
Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?
N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da : brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 15 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all. Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.
Piv omp ? Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, hag eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ». Ur blog hon eus ! https://rediwararmaez.home.blog/