
Tremen poent eo din, memestra, souheti eur bloavez mad 2022 d’am lennerien, ha zoken d’ar re n’int ket c’hoaz. Eur bloavez didrubuill ? Kared a-walh a rajen, en despet d’ar hleñved na baouez ket da darnijal a-uz d’on fennou hag en-dro deom. Sed ne hellan ket ober gwelloh evid adskriva pez am-oa laket amañ warlene dija d’ar memez koulz : eur bloavez mad, gand ma ne vo ket gwasoh evid warlene da nebeuta. Yehed, dreist-oll, da gement hini. Ra baro al levenez en-dro war bennou an dud.
Il n’est que temps que je présente mes...
[Lire la suite]