Manif Kemper-6

Setu amañ ar pennad-kaoz am-oa greet e brezoneg gand Paul Molac goude ma oa bet votet d'an 9 a viz ebrel an devez-lezenn a oa bet kinniget gantañ ha gand triweh kannad all evid gwellaad stad ar yezou-rannvro e Frañs.

  • Ci-après, l'interview originale en breton de Paul Molac après le vote de sa proposition de loi sur les langues régionales le 8 avril dernier. Lire la traduction française dans le message précédent, ci-dessous.

Traou nevez a zo bet abaoe m'eo bet greet ar pennad-kaoz. P'on-oa komzet asamblez, Paul Molac ne grede ket dezañ e vije bet tra-walh deputeed evid goulenn e vefe karget Kuzul ar vamm-lezenn da studial hag-eñ e oa reiz e peb keñver evid pez a zell ar Vamm-lezenn, just a-walh. Ha bez' ez eus bet. Red eo bremañ gortoz an 22 a viz mae da gleved petra vo bet divizet da vad gand ar Huzul-meur.

Peseurt santimant eo da hini goude ma vefe bet votet da lezenn gand 247 a zeputeed, ha pa n'eus bet nemed 76 o voti a-eneb ?

  • Paul Molac : N'eo ket gand al lezenn e vo echu ar stourm, sklêr eo. Santimant am-eus memestra e cheñch an traou, n'eo ket bemdeiz e vez votet eul lezenn evid or yezou rannvro, yezou Bro-Frans. D'am zoñj, an dud o-deus chenchet ali war ar yezou. Ar pez a zo fromuz deuz eun tu, penaoz ne oa ket deuz or yezou er Stad, en deskadurez, me oar-me, se 'oa mennoz ar velestradurez-kreiz, ar re a zo o ren ar vro en eun doare, kargidi uhel, ar re-ze a ra al lezenn tamm pe damm. Em-oa gwelet erfin ar gannaded, kannaded gwir, dilennet gand ar bobl, a oa savet, ne oant ket a-du gand sonjou ar velestradurez.

Manif Kemper-5  Manif Kemper-4

Labour ar hevredigeziou

Kemend-all deputeed, ouspenn 300, biskoaz kemend-all, pa ne oah ket 50 eur bloaz 'zo evid al lennadenn genta, ar  wech-mañ oah c'hweh gwech niverusoh. Penaoz kompren ez eo bet êet ar muia niver deuz ar gannaded a-du gand ar hinnigou a-teus greet ?

  • D'am zoñj e oa labour ar hevredigeziou o-doa bountet en eur seurt emvod, toud ar re a ra war-dro ar yezou, ar sevenadur pe an deskadurez pe me oar me, evel FELCO (1), ar FLAREP (2) pe er skoliou, eur bern on-oa komzet ganto. Me zoñj din goude al lennadenn genta, o-doa gwelet al lezenn o vond tamm pe damm, adtapet gand ar Sened, greet eun dra bennag a oa souezuz, den ebed ne zoñje e vije adtapet gand ar Sened toud ar pez a oa bet votet gand ar Breujou da genta. Ouspenn-ze, o-deus votet pevar fennad diwar an deskadurez, ar pez a oa bet skarzet er breujou dre intrudu maodiern an Deskadurez tamm pe damm, an ao. Blanquer.

Manif Kemper-8

  • Goude al lennadenn er Sened, an dud o-deus soñjet ar wech-mañ eo posubl tapoud eul lezenn. Toud ar re-ze a zo bet o weled kannaded e bro Alzas, Okitania, Breiz ha toud… o lared ni on-eus c'hoant 'vefe votet an dra-ze, ar pez a zo bet votet gand ar Sened a zo brao, red eo voti al lezenn heñvel deuz pez a oa bet greet gand ar Sened. Setu eur bern kannaded o-doa sonjet, deom dezi, eur seurt gwask a zo bet laket gand ar bobl a-benn ar fin, ar hevredigeziou a zo eun tamm euz ar bobl, gand ar bobl e bro-Alzas, Katalunia, e Bro-vask… Traou a a zo fentuz pe e Bro-Savoa, Pikardia, pe e Flandrez… N'eo ket anad, n'eo ket bemdeiz e vez komzet euz ar re-ze, o-doa soñjet o-doa eur yez, hag o-doa c'hoant e vije greet eun dra bennag evid o yez.

Eun dislavar etre Macron ha Blanquer ?

Komzom euz an amzer-da-zond bremañ. Dekrejou a zo da zortial, daoust hag-eñ Blanquer ne jomo ket da ruza ?

  • Aon 'm-eus e vije greet mod-se, e vo diêz kaoud… Memez evid an tilde. Red eo gweled petra eo signes diacritiques ar brezoneg, ar hatalaneg ha toud. Ne welan ket penaoz e vije bremañ eur barner evid lavaroud n'em-eus ket c'hoant da asanti e vije skrivet Marti gand eun eur pik war an i, 'welan ket. Red eo soñjal ma ne vez ket tud o houlenn e vefe al lezenn, al lezenn a vefe maro forz penaoz. Sklêr eo, eur riskl a zo e vefe skrivet forz petra e-barz, ouspenn-ze.

Manif Kemper-13  Manif Kemper-12  Manif Kemper-11

N'eus tamm riskl ebed e vefe kaset an afer dirag Kuzul ar vamm-lezenn ? Meur a wech e-neus Blanquer komzet deuz se ?

  • Piou a rafe ? Ar gouarnamant ? D'am zoñj e vefe eun tammig iskiz. N'ouzon ket hag-eñ 'teus lennet pez a oa barz Ouest-France (3), ar re-ze a lar prezidant ar Republik a vije fall-gontant… E vije drol ma vije kaset gand ar gouarnamant dirag Kuzul ar bonreiz. Aze ez eus eun dislavar etre Macron ha Blanquer. Ha piou a zo ar mestr ? Se vije iskiz. D'am zoñj e vije diêz kaoud 60 kannad evid kas al lezenn dirag Kuzul ar bonreiz. Piou a oa a-eneb da vad, nemed LFI. Ha lod all deuz LREM. Med penaoz e vije eur seurt emgleo etre Frañs Disuj ha LREM ?
  • Ni n'on-eus nemed eun devez er bloavez evid lakad lezennou da dremen. Ne vije ket bet posubl ober an dra-ze e-barz LREM, se zo sklêr. 'Barz LREM em-oa gwelet ne oa ket posubl kakad traou mod-se da vond war-raog. Soñjet e oa red kroui eur strollad all evid kas ar yezou bihan war a-raog. Red eo lavaroud memestra e LREM eun tamm mad o-deus votet evid al lezenn, tro-dro an diou drederenn, hag eun drederenn a zo chomet mud pe a zo eet a-
  • Hirio an dud n'o-deus ket sentet ouz an urziou a oa bet roet gand ar strollad LREM. Didier Le Gac e-noa labouret mad, Kerlogot ive ha Balanant gand ar re Modem ive. Ar pez a blij din memestra, on-oa gwelet kannaded deuz an tiriadou, pe e  Breiz, Okitania,  Katalunia ha deuz Alzas zoken, peogwir ar re-ze a zo LR, pez a zo eun tammig fentuz, e oa kannaded deuz tiriadou deuz tro Bro-Hall asamblez eneb Blanquer.
  • Christophe Castaner, ar mestr en LREM, a oa o c'hoari eur seurt c'hoari drol. E-noa lavaret an traou nemed war ar frêjou-skol, se a oa an diêsa evid lavared ar wirionez. Gwir eo, lod a zo a-eneb krenn e vije roet arhant d'ar skoliou kevredigezel, se zo sklêr. Med d'am zoñj ne oa nemed eun deg bennag evid an niver braz evid ma vije votet ar pennad, ar pez a oa ar justika posubl. Evid ar zoubidigez zoken, d'am zoñj e oa 60 ouspenn, da lared eo ar Breujou 'neus votet kalz evid ar zoubidigez. Se, ma 'teus c'hoant, a ziskouez o-doa chenchet ali an dud.
  • Pa vez displeget petra eo ar zoubidigez, ar vugale ne reont nemed gand ar yez-rannvro er skol-vamm, an dud n'int ket boazet gand an dra-ze, med posubl eo ober an dra-ze e bro-Hall ? Ne vije ger galleg ebed er skol-vamm ? Med petra 'ta ? Ar vugale-ze ne gomzont ket galleg ? Hag e lavaran dezo, med geo! Ouspenn-ze o galleg a zo mad. Evel just, evid unan bennag n'e-neus ket gwelet ar vugale oh ober se er skol, se zo eur seurt… n'ouzon ket, unan bennag a zeu deuz n'ouzon ket peseurt planedenn.

Manif Kemper-9   Manif Kemper-10

Blanquer a zo evid gwir a-eneb or yezou

Blanquer e-neus kollet kaji beb taol ma zo bet da voti ?

  • Ya, beb taol, med Blanquer a zo evid gwir a-eneb or yezou, ha bremañ anad eo. Daou zoare e-neus da ginnig an traou dalhmad. Me a zo a-du gand al lezenn Molac, med red eo cheñch anezi. Me a zo a-du gand ar yezou-rannvro, med arabad ober eun dra bennag evid ma vije kelennet.

Daoust hag-eñ da lezenn a jeñcho kalz a draou ?

  • Red eo… Ma ne vije ket tapet gand an dud gand eur youl, ne zervij ket da galz a dra, me lar ar wirionez dit. Evidon-me eo sklêr, eur youl a zo a-dreñv, ez eus tud o-deus c'hoant e vije doujet ouz or gwiriou sevenadurel, setu perag e kav din e vo efeduz. D'am soñj, 'barz pennou an dud, forz penaoz eun treh politikel eo. E Bro-Hall e oa, a lavarjen, eur Stad, eur yez, eur bobl. Mod-se oa eun tammig, hag 'benn ar fin e hellom beza Gall ha komz eur yez all. Me gav din eo eur chenchamant spered.

Neuze out fier e vefe eul lezenn war da ano bremañ ?

  • Gouzout a rit, me zo eur paour kêz den diwar ar mêz, al lorh a zo evid ar re a zo veva 'barz kêr. Pa welan pez vez laret 'kostez Ploermel, celui-là il est fier tout comme, c'est pas un compliment. E klaskan ober ma lod, ma vije evid renta servij d'ar yezou, d'ar brezoneg, d'ar galloeg, d'an dud, me zo kontant.

Komzou dastumet d'an 10 a viz ebrel.

Notennou

  • (1) FELCO : Fédération des enseignants de langue et de culture d’oc
  • (2) FLAREP : Fédération pour les langues régionales dans l’enseignement public
  • (3) Hervez kazetenn Ouest-France an 9 a viz ebrel, e-nije prezidant ar Republk disklêriet, e-kerz Kuzul ar vinistred, e oa kerse gantañ e vefe re striz ar gouarnamant abaoe pevar bloaz evid pez a zell ar yezou-rannvro.

Poltrejou : FB, da geñver ar vanifestadeg a zo bet e Kemper d'an 13 a viz meurz 2021.