
Eur halander 14 pajennad eo, gand eur poltred war beb pajenn hag evid peb miz. Poltrejou deuz eur gêriadenn en hanternoz bro-Provañs, eun 20 km nemetken euz Digne-les-Bains, kêrbenn an departamant. Thoard eo ano ar gomun vihan, a zo krap ouz ar menez. Deuz an XIIved kantved eo tour an iliz.
En hañv e vez leun a dud. Tud alese bet eet da labourad da leh all, ha touristed evel e peb leh. Baleadennou brao a zo d'ober tro-dro d'ar vourh ha dre ar menez.
Eur gwir kalander eo, e brezoneg penn-da-benn, gand an darvoudou...
[Lire la suite]