Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Le blog "langue-bretonne.org"
10 janvier 2021

Kalander 2021 : deuet eo er-mêz, ha warnañ liou ar hreisteiz

Kalander 2021 Thoard

Eur halander 14 pajennad eo, gand eur poltred war beb pajenn hag evid peb miz. Poltrejou deuz eur gêriadenn en hanternoz bro-Provañs, eun 20 km nemetken euz Digne-les-Bains, kêrbenn an departamant. Thoard eo ano ar gomun vihan, a zo krap ouz ar menez. Deuz an XIIved kantved eo tour an iliz.

En hañv e vez leun a dud. Tud alese bet eet da labourad da leh all, ha touristed evel e peb leh. Baleadennou brao a zo d'ober tro-dro d'ar vourh ha dre ar menez. 

Eur gwir kalander eo, e brezoneg penn-da-benn, gand an darvoudou penna notennet evid peb miz. Pellgarga anezañ ne bad ket pell : n'ho-peus d'ober nemed klika amañ. Evid pellgarga, diskenn beteg ar varrenn ruz, 'kreiz ar bajenn.

Kement ha beza ganti e hetan d'an oll eur bloavez mad evid 2021, gand ma ne vo ket ken gwaz ha warlene. Yehed, dreist-oll, da gement hini ahanoh. Ra paro al levenez en-dro war bennou an dud.

Commentaires
M
Bloavez mad Fañch, ha trugarez evid ar halander brao !
Répondre
Le blog "langue-bretonne.org"
Le blog "langue-bretonne.org"

Votre blog est impressionnant autant sur le fond que sur la forme. Chapeau bas !
Un correspondant occitan, février 2020.

Trugarez deoc'h evit ho plog dedennus-kaer. [Merci pour votre blog fort intéressant].
Studier e Roazhon ha kelenner brezhoneg ivez. Miz gouere 2020. [Étudiant à Rennes et enseignant de breton. Juillet 2020].

Newsletter
Visiteurs
Depuis la création 755 309
Derniers commentaires
Archives